Gwini a zo bet plantet e Plougastell-Daoulas
Hag evet 'vo gwin Plougastell 'benn daou vloaz? Chañsoù 'zo rak divizet 'neus, ar bloaz mañ, Kristof Konan plantañ vignez war un dachenn 'zo dezhañ. Anavazet eo Kristof 'vit produiñ jistr da gentañ penn, dindan anv "Jistr Plougastell". Ha c'hoant gantañ mont gant un hent nevez. Hervezañ n'eo ket distro ar vignez hag ar gwin 'ba Breizh pujur 'zo produet gwin 'ba kreisteiz ar vro a-viskoazh. Anv 'glever eus hiniennoù ha kevredigezhioù 'neunt plantet vignez 'kerzh ar bloavezhioù tremenet. Peter 'neus degaset c'hoant da Gristof Konan plantañ vignez nepell eus e verjez gwez-avaloù? Un nebeut displegadennoù gantañ ouzh mikro Erwan Blanchard.