en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Aotreet eo bet Amazon da zont e bro Gemper gant ar KBI

Aotreet eo bet Amazon da zont e bro Gemper gant ar KBI

En soñj emañ Amazon, unan eus stalioù koñvers dre internet brasañ 'bar bed, sevel ur savenn lojistik 'ba Brieg, 'chouk Kemper. Gant Ludovic Jolivet, 'oa maer Kemper ha prezidant ar gumuniezh kumunioù araok an dilennadegoù kêr diwezhañ, 'oa sinet un emglev d'ar stal vras eus Seattle gellout dont d'en em staliañ 'ba Brieg. Kement mañ hep reiñ da c'houzout da den 'vefe Amazon. Un tamm mat a jeu 'zo 'ba bro Kemper bremañ gant an afer se. Met, votet 'oa, ar sizhun dremenet, gant al lodenn vrasañ eus kuzulierien Kemper Breizh Izel un ali a-du gant degemer Amazon 'bar vro: 30 mouezh evit ar raktres ha 21 a-enep ha kement mañ diwar 56 kuzulier. Araok votiñ 'oa aozet un tabut nann ofisiel gant Isabelle Assih, maer nevez Kemper ha prezidantez ar gumuniezh kumunioù. Un tabut 'vit eskemm ha prederiañ war erru un embregerezh 'vel Amazon 'bar vro. un embregregerezh 'neus ket ur brud mat tre. Uisant Kreker 'zo eil maer 'ba Kemper ha kuzulier 'bar gumuniezh kumunioù 'neus votet a-enep gwerzhañ 12 devezh arat douaroù da Amazon 'ba Brieg. Evitañ ne glota ket seurt stalioù gant ar gevredigezh 'rankfe an nen sevel. Selaouomp 'nañ ouzh mikro Erwan Blanchard. Komañs a ra an dud da sevel a-enep ar raktres 'ba bro Kemper. Disadorn dremenet 'oa manifestet gant 80 ezel eus ar stroll "Stop Amazon" 'ba Brieg. D'ar 7 a viz Eost 'oa disklaeriet ar goulenn da gaout an aotre da sevel ar savenn. Tri miz 'zo 'vit kadarnaat pe get ar goulenn se. M'eo roet an aotre da Amazon c'hallfe al labourioù komañs 'benn fin ar bloaz mañ.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio