en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Flapakarr, un heuliad tele e brezhoneg war ar c'hengweturiñ

Flapakarr, un heuliad tele e brezhoneg war ar c'hengweturiñ

Kengweturiñ e brezhoneg a zo un huñvre marteze evit ur bern brezhonegerien. Da c'hortoz e teuio da wir e c'hellimp a-raog pell sellet deus un abadenn dele fentus war ar c'hengweturiñ. Heuliañ a raio avañturioù Yann-Baol oc'h en em gavout gant a bep seurt tud en e garr-tan, war e hentadoù. Flapakarr a vo anv an heuliad-se, hag a zo o vezañ troet er mare-mañ memes, e bro Gerne. Ar skipailhad teknikel hag ar skipailhad arzel a zo graet gant brezhonegerien holl, mez lañset eo bet ar mennozh-se koulskoude gant un ti produiñ deus bro Okitania. Klevet vo Laors Skavenneg, rener arzel Flapakarr, Goulwena an Henañ, senarourez, ha Yann-Herle Gourvez, komedian. Ur sizhunvezh a chom c'hoazh da dreiñ rannoù Flapakarr gant ar skipailhad. Skignet vo ar an heuliadenn e brezhoneg war ar chadenn en linenn Brezhoweb, hag ar chadennoù tele lec'hel.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio