Evit ar C'honfederassion e ranker paouez gant sevel uzinoù metanaat!
Teir sizhun 'zo oa bet ur gwallzarvoud e uzin metanaat Engie e Kastellin, ha skuilhet 400 m3 danvez koazhad er stêr Aon. Dibaoe e Breizh Izel eo tomm ar speredoù gant an afer, ha niverus eo ar strolladoù tud o c'houlenn ma vo taolet gwelloc'h evezh d'an deknologiezh-mañ. Lod a c'houlenn ma vo paouezet krenn ganti. N'emañ ket sindikad ar C'hoñfederasion Paizantel enep krenn implij teknikoù ar metanaat gant al labourerien-douar evit dezho bezañ emrenoc'h war o stal a fed energiezh. Met n'emaint ket a-du gant ar stumm sistem labourerezh douar a vez degaset gant ar mod da lakaat anezhañ e plas a zo e bro C'hall hiriv an deiz. Efedoù braz tre en eus war ekonomiezh al labourerezh douar. Asambles gant ar gevredigezh Dour ha Sterioù Breizh, e c'houlenn ar C'honfederasion Paizantel ma vo harzet gant an holl raktresoù sevel sistemoù metanaat e Breizh, da c'hortoz bezañ studiet an deknologiezh en un doare hollekoc'h ha donoc'h. Charlotte Kerglonou, ezelez eus ar C'honfederassion, a zo ouzh mikro Tunvez Wlegen-Grandjean.