Douget eo bet klemm get ti-kêr an Ardewen enep ar strollad Ai'ta.
E-korv an hanv oa bet staget pegsunioù skrivet « e brezhoneg » àrne àr ar panelloù galleg en Ardewen. Kement-mañ evit goulenn ma vehe graet traoù evit ar yezh get ar c'huzul-kêr. Deus ket plijet an oberenn da Françoise Le Jossec, itron maer ar gumun, neus savet klemm neuze. An dra-se a dalv sevel klemm enep ar brezhoneg eme tud ar c'holektif, deus skrivet ur lizher da razh ar guzulerion. Selaouamp doh Tristan Nedeleg, mouezh ar strollad.