en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Div logell bellomz staliet e Sant Kadoù evit mont a-ennep d'ur peul 4 G...

Div logell bellomz staliet e Sant Kadoù evit mont a-ennep d'ur peul 4 G...

Gant tud 'zo deus kêriadenn Sant Kadou zo bet staliet div gabinenn bellgomz war vord an hentoù. Igoret int bet disadorn gant ar gevredigezh « Kurun », nevez krouet. A-enep int ma vo savet ur peul 4G e kêriadenn Menez Are. Sant Kadou a zo renket gant ar gouarnamant e touezh al lec'hioù a chom takadoù gwenn c'hoazh, hep rouedad pellgomz. Jakez Perros, deus ar gevredigezh Kurun, a lâr n'eo ket gwenn Sant Kadou penn-da-benn kouslkoude. Emañ deus mikro Benjamin Bouard e Radio Kerne. Gellout a raio ar bourmenerien o tremen dre Sant Kadou tremen ur bellgomzadenn digoust deus unan deus an div gabinenn bellgomz. Met ne chom ket kalz a amzer ken a-raok ma ne vo ket Sant Kadou un takad gwenn ken. An enklask foran 'n eus roet ur respont bozitivel d'ar raktres sevel ur peul 4G e miz Meurzh tremenet, ha cheñchet eo bet ar PLU, steuñv lec'hel da aozañ kêr, e miz Even. A-raok fin ar bloavezh 2020 e tlefe ar peul bezañ savet neuze, hervez maer kumun Sizun.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio