Braserezh "Tri Martolod" : 250 000 euro evit sevel ur sal konsertoù
Diaes eo bet ar maread enkañ evit lodennoù deus ekonomiezh ar vro. Gwir eo evit ekonomiezh an evajoù gant alkool, hag a vez evet boaz e pad ar gouelioù. Pep stal, bremañ, a rank kavout doareoù d'ober evit en em dennañ ha treuzveviñ. Lod, evel ar vraserezh Tri Martolod, a zo en em gavet en un taol kazi hep gwerz ebet ken dibaoe miz Meurzh. Ha divizet o deus respont d'an diouer a argant gant dispignoù braz ! Lañset en eus ar gooperativenn produiñ bier ur prantad rastelliñ argant a stroll. O fal eo brasaat ar savadur, a-benn bezañ gwelloc'h en o aes da aoziñ emgavioù braz, a lâr Lou Millour deomp.
Deus 250 000 euro 'n eus ar Scop ezhomm en holl. Gall a rit kavout raktres Tri Martolod da vezañ argantaet war al lech'ienn Kengo :
www.kengo.bzh/projet/2654/zone-libre