Baleadennoù divyezhek e Domani Menez Meur
E kerzh an hañv ar bloaz-mañ e vez pourchuet an dud da dremen o vakañsoù er vro. Ur bern traoù a zo d'ober e Breizh e gwirionez. Evit an dud hag a blij dezho pourmen ha gwelet loened deus a dost, ez eus e Penn ar Bed ul lec'h dispar : 1300 devezh-arad a lanneier a vez gwarezed e Domani Menez Meur. Lec'hiet e Hañveg e Menez Are, eo an domani brasañ tachenn natur kizidik an departamant. Gwarezet vez eno laneier sec'h ha gleb gant Park Naturel an Arvorig. O pourmen en Domani e c'hell an dud gwelet deus a dost loened ha n'int ket boaz gwelet. Savet vez gant an teknikourien gouennoù loened feurm kozh ar vro a zo aet kazi diwar wel evit lod ; ha tri spesad loened gouez a vez degemeret e Menez Meur c'hoazh : kirvi, bleizi ha moc'h gouez.
Deomp d'ober un droiad eno, gant Eloise 'r Gwenn, hentourez e Domani Menez Meur.
https://menez-meur.pnr-armorique.fr/agenda/