en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Marc'hadoù an hañv "Bienvenue à la ferme"

Marc'hadoù an hañv "Bienvenue à la ferme"

E pad an hañv e vez stankoc'h ar marc'hadoù. Ouzhpenn ar re a vez kavet a hed ar bloaz, vez dalc'het ivez marc'hadoù bihan produourien. Staliet e lec'hioù brav, prenañ boued a c'heller ober kement ha kaout berr amzer o selaou sonerezh pe oc'h evañ ur banne. Stropet eo lod deus ar marc'hadoù produourien-se dindan ar stroll « Bienvenue à la ferme ». E Brieg e kichen Kemper, zo unan, dalc'het e kichen chapel Sant Seleia. Lakaet oa bet e plas gant ar gêr sevel moc'h biologel a zo staliet eno. A-raog ma vefe e verc'h oc'h ober war dro, eo Rene Petillon hag a gase al labour hag en eus savet ar marc'had. Degas ra soñj deus an istor-se deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean. Bep meurzh d'abardaez, betek fin an hañv zo boued mat da gavout e marc'had Sant Seleia e Brieg. « La ferme de Sainte Cécile » eo anv al lec'h e galleg, diwar anv ar chapel a zo eno. Etre 5e hag 8e e c'hell an nen prenañ boued bio eno, heuliañ ur valeadenn war ar plant gouez, evañ ur banne pe dibiñ krampouezh. Ur strollad sonerezh a vez pedet da zont bep sizhun ivez.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio