en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lizher 45 : skrivet d'an 19.10.1915.

Lizher 45 : skrivet d'an 19.10.1915.

Lec'h : bourch Courtémont. ///Gwelet em eus an ao. Thubé sekretour an eskop... Komzet em eus ivez get Guillouzou a zo arriv ér 62vet get lod-kaer a soudarded kozh... El-se e arriv get razh ar re en deus tennet àr-dreñv; bremañ e vênt lakaet get ar re yaouank... C'hwi a wel em eus graet gwell chomel lech ma oan... Ned aomp ket er gêrig-hont am eus kaset poltred hech iliz deoc'h... Monet bemnoz da labourat, da interriñ ar re varv edan an tennoù... Komz a rer e vimp kaset emberr da ziskuizh... Gwerzhiñ a rit, skriv a rit. Gwell a se, berroh e kaveet an disparti... Eh an d'ober ar groaz keltiek get ur penn obuz... Tetad a gas un "a" deoch Herveig, hag unan deoch, Neneig. Faot sentiñ doc'h Mamam, doc'h Meme, doc'h Pepe ha Jezuz a vo koutant; Tetad ivez.../// An tad é komz de vugaleigoù ; ar spered tenniñ àr-dreñv, "les embusqués"; labour soudarded ar 88vet àr an dachenn : darbarourion dafar brezel, serrezh ar chorfoù hag o douariñ ; bed ar brezel : lousteri, blaz, kalav ; mizer ar roñseed er brezel ; Loeiza é terchel lech he gwaz.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio