en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Sportoù: "Rêve de glisse gant Hoel Lucas" ha judo gant Paloma Musso-Michel

Sportoù: "Rêve de glisse gant Hoel Lucas" ha judo gant Paloma Musso-Michel

Erru mat oc’h holl selouaerezed ha selaouerien Sportoù ! Emichañs ‘ya mat an traoù ganeoc’h ! Hudu ‘lakimp ar gaoz war daou sujed. Da gentañ e kasimp ac’hanoc’h da Dreffiagat ‘ba Bro-Vigoudenn. Di zo bet savet ur bloaz zo ur pump-track diwar youl ur gevredigezh anvet Rêve de glisse. Ur gevredigezh savet evit derc’hel soñj eus ur paotr yaouank anvet Mathis zo aet pemp bloaz zo d’an oad a 15 vloaz hag a oa sot gant ar sportoù riklañ ha gant an droterezh. Hoel Lucas ‘oa kamalad bras gantañ a gonto deomp peseurt mod ‘oa bet kaset ar raktres. E eil lodenn an abadenn klevimp Paloma Musso-Michel ‘moa bet tro da enrollat daou vloaz zo ha ‘meus ket bet tro da embann ar pennad-kaoz ‘ba Sportoù. Paloma d’ar poent se ‘oa paouez dont war he c’hiz eus kampionad Frañs Judo ar re yaouank. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

Sportoù

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio