100 vloaz eo Scouted Frañs
Gant Scouted hag Hencherezed Bro-C'hall eo lidet 100 vloaz al luskad 'ba Frañs, ul luskad hag a zo bet krouet e Bro-Saoz gant Baden-Powell e 1907. 13 vloaz war lerc'h 'oa roet lañs d'al luskad se 'ba Frañs gant ur beleg, Jacques Sevin e anv, ha tud 'vel ar chaloni Cornette, Paul Coze hag Edouardo de Macedo. Penaos emañ an traoù gant ar Scouted 'ba Frañs e 2020. Ha chomet eo kreñv? Selaouomp Thibaud Faber, ezel eus skipailh aozerien e Penn-ar-Bed. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.