en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

An tañva d'ar brezhoneg n'o ur bloavezh tenn-anal

An tañva d'ar brezhoneg n'o ur bloavezh tenn-anal

Ur vanifestadeg zo bet dec'h dirag Ensellerezh Akademek Penn-ar-Bed e Kemper. En arvar 'mañ ar c'hentelioù tañva d'ar brezhoneg er skolioù kentañ derez. Un eurvezh vrezhoneg a c'hell ar vugale kaout er sizhun, diwar c'houl ar skolaer pe ar skolaerez. Ar sistem kinnig brezhoneg d'ar vugale a zo diazezet war un emglev etre tri stroll : departamant Penn-ar-Bed, an Deskadurezh Stad, hag ar c'hevredigezhioù kelenn brezhoneg. Peder zo deuhouto: Sked, KLT, an Oaled, ha Mervent. Ur chant hanterkant den a voe deuet e kemper dec'h neuze, da souten Implijidi ar peder kevredigezh, p'emañ o implijoù en dañjer. Ur cheñchamant statud a zo ar riskl degouezhout d'an eurvezh tañva d'ar brezhoneg, hag a lakfe ar skolaerien da napas lakaat anezhi e plas ken alies evel ma ra evit poent. Displegadennoù da c'houzout pelloc'h gant Margaux ar Wern, stummerezh evit ar gevredigezh Mervent. Pezh a fell d'ar c'hevredigezhioù hag a ginnig prantadoù tañva d'ar brezhoneg er skolioù eo er c'hontrol ma vo hollekaet anezho d'an holl skolioù, evit da holl vugale Penn-ar-Bed kaout ul liamm gant ar yezh. Stabilaat a rafe plas ar brezhoneg er sizhunvezh skol war ar memes tro.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio