"Kenleur!" ar gevredigezh dañsoù Breizh nevez!
Disadorn diwezhañ oa bet kendeuzet War'leur ha Kendalc'h. 50 vloaz 'zo oa bet rannet an daoù aozadur gouestlet da zañsoù Breizh. Betek hent pep hini a aoze e gampionad. Bremañ 'vo bodet an holl kelc'hioù-dañs dindan ar memes anv hini « Kenleur ». Ur mell chanter zo bet kaset a benn unvaniñ ar c'helc'hioù dañs. 18 miz en holl 'zo bet ezhomm evit sevel "Kenleur". Perak e oa pouezhus kendeuziñ ar c'henvredadoù Kendalc'h ha War leur ? Respont gant Youena Barron a zo karget a gehentiñ e « Kenleur ». Displegadennoù ganti deus mikro Neven Penneg.