en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

300 den oa bodet disadorn e Lokorn a-enep ma vefe staliet un antenn evit ar 5G...

300 den oa bodet disadorn e Lokorn a-enep ma vefe staliet un antenn evit ar 5G...

Ouzhpenn touristed a oa e Lokorn disadorn. Dindan un amzer c'hriz, mez dic'hlav, o deus ur strollad kevredigezhioù kemeret ar gaoz an eil re war lec'h ar re all, war leur an iliz. Deuet e oant deus pep korn Penn-ar-Bed, ha pelloc'h e Breizh a-wezhoù, da souten annezidi ar gumun da vezañ staliet dezho un antenenn 5G. An 300 den a oa bodet er vourc'h a zo aet goude-se, en un « dro-vale evit ar vuhez », e maezioù Lokorn betek ar prad lec'h m'emañ an antenenn da vezañ staliet. Onenn Bozeg, o chom e Lokorn, a zispleg bezañ bet feuket gant ar mod m'eo bet kemeret an diviz. Emai deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean. hag a-benn disul eo e Sant-Kadou, e Menez Are, en em gavo enebourien ar 5G. Ur raktres staliañ un antenenn a zo war ar Menez Du, hag aozet vo ur gouel eno goude meren gant ur strollad menezourien.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio