Penaos eo bet bevet mared an enkañ gant ar vugale...
Penaos eo bet bevet maread an enkañ gant ar vugale ? N'eus ket bet goulennet kalz o ali ganto. Ar gevredigezh « La boite à mots », staliet e kêr Lille e bro Flandrez, a oar marteze gwelloc'h eget ar re all. He fal eo mont d'ar skolioù da lakaat ar vugale da lâret ar pezh a soñjont o skrivañ lizhiri. Respontet vez dezho goude-se gant tud a youl-vat. E pad daou viz n'o deus ket gellet labourerien « La boîte à mots » gwelet ar vugale dre benn d'an enkañ, met dibaoe an distro er skolioù e welont lod anezho en dro. Esyld Karval-Kolas a labour er gevredigezh-se. Lâret a ra deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean petra zo bet lâret dezhi gant ar vugale.