CFE: n'emañ ket an dilennidi en o bleud
War ar seblant e vo adwelet an taos-mañ gant an dilennidi, o deus hi lakaet e plas re vuan, ha gant ur live re uhel. Komision finansoù ar Senad a raio an aotre d'ar strollegezhoù lec'hel a faot dezhe distreiñ war al live taos o deus votet. Joel Marc'hadour 'zo prezidant kumuniezh kumunioù Bro-Lesneven. Klask a ra kavout un diskoulm. Gant Erwan Blanchard.