E Gwengamp e c'hello al liseidi tremen ar brezhoneg evel yezh vev er vacho
Un tamm trec'h evit ar bak brezhoneg, evel yezh vev, LVB, ha n'eo ket opsion. Gant div liseadez hag ul lisead en hentad divyezhek el lise Pavie e Gwengamp, er c'hentañ klas, 'oa goûlet gellout tremen ar brezhoneg evel yezh vev, un dra anat evite. Betek-hen 'oa bet nac'het dionte, hag ar sizhun dremenet 'benn ar fin 'devoant bet keloù mat. Graet 'vo! Laouen-kaer ar re yaouank hag ar re all o souten anê. O zud evel-just, Div Yezh ivez a-dra sur, ha tud en o anv. Disadorn 'oa pedet an dud war o zro, da displegañ ar jeu, ha lidañ un tamm ivez. Selaouomp Ambre Kucheida, Colyne Robert, hag Ifig ar Gonideg o lâret deomp petra eo o santimant hirie.
Rémi Toulhoat, prezidant Div yezh Breizh, a oa e Gwengamp o souten al liseidi ivez.
Ur reportaj gant Tugudal Karluer