1500 manifestour a-enep d'ar gouenelouriezh 'ba Brest
1500 a dud d'an nebeutañ 'noant manifestet 'ba Brest dec'h goude kreisteiz a-enep d'ar gouenelouriezh ha d'ar feulster gant ar polis. Fell 'rae dezho, ivez, rentañ enor da Jorj Floyd an den du e groc'hen 'oa bet lazhet gant poliserien 'ba Minneapolis, Stadoù-Unaned, 15tez 'zo. An darvoud se 'neus degaset from ha kounnar 'ba tud 'bar bed a-bezh. Evit an deizioù 'zo milieroù a vanifestourien war ar straedoù 'vit stourm a-enep d'ur sistem hag a ya a-enep da wirioù bugel den. Tud kozh ha tud yaouank 'oa bodet war blasenn ar frankiz 'ba Brest dec'h. En o zouez Herve Kadiou 'ya da vanifestiñ abaoe muioc'h 'vit 50 vloaz bep tro ma c'hall. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.