Digresket eo eus 95% an niver a girri Air France o nijal
Abaoe penn kentañ ar prantad kraouiañ en deus ar gompagnunez kirri-nij Air France ranket digreskiñ e niver a girri-nij o nijal deus 95 %. Gant ar prantad digraouiañ eo krog en-dro ar gompagnunez kirri-nij da ginnig kirri-nij met dreist-holl e Bro-C'hall. Evit poent e chom dister c'hoazh an niver a girri-nij o nijal da geñver boaz. Tamm-ha-tamm e krog implijidi ar gompagnunez Air France da labourat en-dro daoust ma chom izel an eurvezhioù labouret ganto da geñver kustum. Goulven Molac a zo stewart er gompagnunez Air France staliet e Aerborzh Charles de Gaule e Pariz. Displegañ a ra deomp ez z'eo bet niverus an niver a implijidi o chom a-sav da labourat. Displegadennoù gantañ deus mikro Neven Penneg.(