Dilennadegoù UMP: soñj Joël Marchadour
Gant triwec'h mouezh ha pevar-ugent muioc'h 'vit François Fillon eo aet an trec'h gant Jean-François Cope da geñver an dilennadegoù 'vit bout pdt UMP. Disul 'oa aozet ar votadeg. Kant pempzek mil ezel eus ar strollad tu dehou ha tri-ugent 'neunt kemeret perzh enni 'vit ar wech kentañ ma oa aozet giz-se. Met ranket 'zo gortoz dec'h da noz 'vit kaout an disoc'h fin. Ranket 'noant izili eus ar gomission kontrol e-karg eus kadarnaat an disoc'h adsellet eus pep danevell-stadañ (proces verbal): pep tu a damalle egile da vout truchet ha da vout ouzhpennet paperennoù votiñ 'bar boestoù 'ba departamantoù 'zo. Neuze, fall put an aergelc'h kostez stread Vaugirard 'ba sez an UMP 'ba Pariz 'vel just. 'Ba Breizh eo gant Fillon eo aet an trec'h: 'ba Penn-ar-Bed, Morbihan, Isle-ha-Gwilen ha Liger-Atlantel 'neus bet muioc'h a vouezhioù 'vit Coppe. Joël Marc'hadour, maer Plouzeniel ha kuzulier Rannvro Breizh 'neus votet 'vit Fillon. Petra soñj diwar-benn ar mod eo tremenet an traoù. Gant Erwan Blanchard.