en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ar jardinerez hag an ozegan

Ar jardinerez hag an ozegan

Un istoer kontet da Iwan an Diberder get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz d'an 24 a viz C'Hwevrer 1915. . An naratour : Mazhev Coviaux An ozegan : Benoit Allaire Ar jardinerez : Jeanne Chevrel Ar mestr : Brewal Runigoù . Ar jardinerez hag an ozegan Ur wezh ' oa ur verc'h yaouank, hi 'n em gavas en ur park ha oa tout kement sort a bogedoù e-barzh, kement sort liv. Hag e oa kaer an amzer, ha sec'h hag ar verc'h a yae da deurel dour àrnezhe bemdez. Setu un deiz ' deus paset un ozegan e-taldi. Eñv a lâras dezhi : - Merc'h yaouank e telehec'h bout skuizh bemdez é kas sailhadoù dour da aroziñ kement-mañ a vogedoù. - Tenniñ an dour, hi a lâras dezhoñ, a zo ar rustañ doc'hin. - Mar karit, plac'h yaouank, bamdez a-d'rant ' vo kaer, me ' dennay dour deoc'h hag o c'hasay deoc'h d'ar park. Hi a sellas doc'htoñ hag a lâras dehzoñ : - Me ' zo koutant ar-walc'h. Mes 'm eus aon ma vec'h gwelet, ha marse vin gourdrouzet. - ' Gredan ket vec'h gourdrouzet a-gaoz din, lâras an ozegan dezhi. Daou zeiz e oa é kas dour. Hag an drivet deiz e kouezhas ar mestr àrnoñ. Eñv a lâras dezhoñ : - Piv en deus graet permision da rekour ma matezh ? - Me ' zo daet doc'h ma fenn ma unan. Ha pa m' behe goaret an traoù-se gwerso, e vehen bet daet d'he rekour, kar m' em beus truez doc'hti, 'dan an toemmzer er mod-mañ. É aroziñ kement-mañ a vogedoù ha tenniñ kement a zour a zo fatikus en hañv. Hag ar mestr a lâras dezhoñ : - Un deiz bennak, c'hwi a zay da ma zi. Ha m' ho paeay doc'h ar pezh a rankan deoc'h, kar hoc'h eus rekouret ma matezh, me ' ray deoc'h ar pezh hoc'h eus meritet. - 'M eus ket afer doc'h hoc'h argant, a lâras an ozegan. M' em beus trawalc'h a voaiand ha ' deus ket 'medin ma unan. An deiz àr-lerc'h, eñv ' zo daet en-dro da rekour geti. Hi ' gomañsas da droc'hiñ bogedoù da gas da di he mestr da lakat àr an daol. An ozegan an deiz àr-lerc'h a zo oaet da denniñ dour. Eñv a gouezhas er puñs ha ' gollas e vuhez. . Tonioù : Emahoy Tsegué Maryam Guèbrou : Mother's Love Esquisse : Vanilla Tik Tu : promin Blick Bassy : Aké

A liv ar loar hag ar stered

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio