en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ar C'hovid-19 e New York

Ar C'hovid-19 e New York

Skoet eo kêr New-York gant ar c'hleñved red Covid 19 'vel neblec'h 'ba Stadoù-Unaned. War dro 200 000 a dud 'zo bet renablet klañv gant ar C'hovid 19 betegen! Tost 10 000 a dud 'zo marvet eno diwar ar c'hleñved abaoe penn kentañ an epidemiezh. Diwezhat 'oa divizet lakaat e pleustr muzulioù surentez 'vit talañ ouzh ar C'horonavirus, e-kreiz miz Meurzh hepken, 'ba ur meurgêr lec'h 'zo 20 milion a dud o chom ha 60 milion a douristed bep bloaz. Stank eo an dud 'ba New-York. 10 000 annezad dre gilometr karrez se 'zo unan eus an abegoù 'vit displegan 'ya war raok ken buan ar C'hovid 19. Pezh 'zo sur eo bet tapet berr an holl 'ba New-York 'neus displeget deomp Marie-Reine Jezekel 'zo o chom war enez Manahattan 'ba Harlem. Ganti un tamm sell war stad an traoù eno. Gant Erwan Blanchard. Gaozen da gresk an dud a varv 'ba New York 'zo un diouer a blas 'ba morgoù ar gêr 'vit degemer ar c'horfoù marv. 'Blam da se 'zo bet divizet toullañ fozioù foran 'vit beziañ anezho 'ba Hart Island e-maez da Vanhattan.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio