Ul lec'hienn nevez gant Ya!
A-benn dilun e vo lañset ul lec'hienn internet nevez gant an ti embann Keit Vimp Bev gouestlet d'ar gazetenn sizhuniek Ya!.
Ya! a zo bet ganet e 2005. Ar gazetenn sizhuniek nemeti eo e brezhoneg, skignet eo dre goumanant dre Breizh a-bezh ha zoken dre ar bed holl.
Angelina Beauvir, karget a ziorren e Keit Vimp Bev a gont hiroc'h deomp diwar-benn al lec'hienn nevez-se deus mikro Katell UGUEN.