Ar skoazell pobl hag ar c'horonavirus...
Muioc'h 'vit ur sizhun 'zo eo bet divizet gant ar gouarnamant 'ba Frañs rediañ an dud chom 'bar gêr gaozen d'ar C'hovid-19. Ar re binvidik koulz hag ar re baour. Lakomp ar gaoz war ar re baourañ 'bar gevredigezh just mat gant Soig Penneg 'zo den a youl vat 'bar Skoazell Pobl. Un tamm sell gantañ war stad an traoù 'ba Penn-ar-Bed. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.