Foar (V)Bio Landerne zo bet nullet...
Nullet 'oa bet digwener an holl vodadennoù gant muioc'h 'vit 100 a dud. Dre se 'neunt ranket aozerien Foar vBio Landerne nullañ an darvoud. Digwener da vare kreisteiz 'noant klevet ar c'heloù embannet gant Edouard Philippe, ministr kentañ gouarnamant Bro-C'hall. Dipitet kaer an aozerien 'vel 'pezh 'neus kontet Kristen Falc'hun, tad bugale 'zo e Diwan Landene, da Erwan Blanchard.