Ur Raktres Poull-surfiñ e kichen d'an Naoned...
Ur Raktres Poull-surfiñ a zo bet savet evit kêr Saint-Père-en-Retz. Ur gumunn eus al liger atlantel nepell eus Naoned. Anv ar raktres « La Bergerie Surf Camp ». Ur wagenn artificiel savet en ur poull bras setu pall ar raktres. Dav vefe d'an dud paeañ evit surfiñ ar wagenn se. Sanset vefe ar poull bezañ savet er bloavez 2022. Met n'eo ket graet c'hoazh an afer. Manifested oa bet div sizhun zo gant ar stourmerien a-ennep d'ar raktres se en o zouez e oa ar surfour Antoun Cabon. Displeg a ra deomp perak eo fall ar raktres se evit an endro hag evit bed ar surf.