Dalc'het 'vo ar Foar vBio 'ba Landerne 'benn ar fin sizhun 'mañ!
Foar vBio Landerne 'vo dalc'het 'benn fin ar sizhun 'benn fin ar gont. Evit gellout degemer an 120 diskouezher 'ba sal Sant-Ernel 'neunt divizet an aozerien, kerent bugale skol Diwan Landerne, degemer 700 den war un dro d'ar muiañ. An holl diskouezherien 'vo war blas en desped d'ar c'horonavirus. 120 diskouezh 'mitu! Boued, dilhad, gwin, bier a bep seurt 'zo... Sevel un ti pe ur mod da buraat an dour ivez. Ar stal anvet Ar Bradenn 'zo 'ba Landivizio 'vo o daou rener war blas 'vit diskouerzh o zeknik da buraat an dour en ur mod naturel gant plant. Selaouomp David Jacob 'vo war blas 'ba sal Sant-Ernel 'benn disadorn ha disul.