Prantad Kaballiñ: ha ma 'vefe lakaet ar gaoz war ar baourentez a c'houlenn Lig Bugel Den
Benn disul e vo dalc'het tro gentañ an dilennadegoù kêr. E pep kumun eo embannet o soñj gant al listennadoù 'zo war ar renk war ar sujedoù. Ha gant kevredigezhioù 'zo e vez pourchuet anezho da embann o soñj war sujedoù all. Lig Gwirioù Bugel-Den (LDH) e Kemper 'neus lakaet al listennadoù da brederiañ war 6 sujed hag a sell deus gwirioù an dud : al labour hag an ekonomiezh, ar baourentezh hag an digenvez, ober war dro an divroidi, an endro, an demokratelezh lec'hel, hag ar surentez. E kêr-benn bro Gerne ez eus lod deus ar sujedoù-se ha ne oa ket bet lakaet ar gaoz warno tamm ebet dibaoe ma vez an danvez dilennidi o klask desachiñ mignoniezh an dud. Sujed an degemer divroidi da skouer. Sujedoù all er c'hontrol a vez lakaet kalzig ar gaoz warno, a lar Tangi Louarn deus Lig Gwirioù Bugel-Den deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean...