Ñ : un dekred da vont e-biou lezenn Paol Molak ?
Ha tremen a raio un dekred da zegemer an "N" hag e dilde e touezh ar sinoù diakritek aotreet da vezañ implijet gant marilh ar boblañs ? Dec'h zo bet gouezet penaos he deus Ministrez ar Justis Nicole Belloubet kaset ul lizher da Brezidant ar Vodadeg Vroadel Richard Ferrand o reiñ ur ali pozitivel war an dra-se. Keloù hag a gouez d'ar mare ma zo bet kinniget ur raktres lezenn gant kannad ar Morbihan Paol Molak war ar yezhoù rann-vroel. Ne raio ket dekred Nicole Belloubet ha lezenn Paol Molak ar memes vat d'ar brezhoneg koulskoude, a soñj da Vernez Rouz, prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh. Eman deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean