Ankenius eo modoù ar polis gant stourmerien Aita
Galvet zo bet ur stourmerez deus Aita disul e archerdi Ploue evit afer ar rouedad Breizh Go. Livet oa bet busoù ar Rann-vro bloaz 'so gant liv aes da walc'hiñ gant ar strollad difenn ar brezhoneg. 'Dibaoe e ra reuz an afer. Galvet oa bet ur stourmer kentañ e Gwened e miz Hedroñ ha tapet oa bet roudoù e vizied ha tennet oa bet e boltred gant ar boliserien.
Ha n'eo ket echu. Ur stourmerez zo bet galvet e Plouye evit ar memes afer ar mintin-mañ da 9 eur. Nullet oa bet an ensell kentañ sañset bezañ disul diwezhañ ha lakaet oa bet un eil emgav ar mintin-mañ. Kontañ a ra Gwen stourmerez Aita penaos eo bet an ensell gant archerien Ploue, deus mikro Neven Penneg.