en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

"Deuet mat oc'h en ma zi kazi hep lastez"

"Deuet mat oc'h en ma zi kazi hep lastez"

A-benn nebeut e vo aozet e Penn-ar-Bed un devezh giz ma 'n eus ket bet gwelet c'hoazh, a-benn sachañ an dud da vannañ nebeutoc'h a lastez. Sindikad mesk Penn-ar-Bed war studi ar modoù da verañ al lastez en un doare padus, ar SYMEED, an hini eo a zo a-dreñv an oberenn-mañ. Ar pal, ouzhpenn da zegas gouiziegezh d'an dud war ar modoù d'ober, ha da gizidikaat anezho, eo da aoziñ eskemmoù etre tud ar vro, ha da grouiñ liammoù gant tud hag a zo dija war an hent-se, pe gant ar soñj heuliañ anezhañ. Claire Kariou, hag a labour hag a stourm kalz e bro Gerne Izel evit ur bed hep lastez, a zo en karg deus an darvoud e bro ar C'hab. Emahi deus mikro Benjamin Bouard e Radio Kerne. Ar fin ar sizhun « Deuet mat oc'h en ma zi kazi hep lastez », pe « Bienvenu dans ma maison zero dechet » a vo dalc'het neuze d'an 8 ha d'an 9 a viz C'hwevrer. Hag evit mont d'ober anaoudegezh gant tud a ra kazi hep lastez e Penn-ar-Bed, eskemm ganto ha gweladenniñ o zier, eo dav deoc'h mont da furchal war al lec'hienn internet www.symettre.bzh

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio