Bec'h 'vo 'ba bro Wengamp ar sizhun 'mañ a-enep raktres leve!
Betek an trec'h! Setu ger-stur ar sizhunvezh stourm da difenn sistem ar retredoù e bro Wengamp. Ur sizhunvezh re-holl a-bouez, evit ar sindikadoù deus an eil tu hag ar gouarnamant deus egile. An darn vrasañ deus an dud e Frañs a sav 'enep d'an adkempenn kinniget gant ar gouarnamant. Hag un toullad mat deus ar sindikadoù pennañ zo en em vodet da sevel manifestadegoù, met pelloc'h evit se 'h a al labour kengred. Greomp un tamm sell war ar mod 'vo savet ar sizhunvezh-mañ e Gwengamp, asambles gant Gael Roblin, en anv ar sindikad CGT FERC (deskadurezh, enklask, sevenadur) Gant Tudual Karluer.