en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dale 'zo gant al labour war ar PAC nevez

Dale 'zo gant al labour war ar PAC nevez

Politikerezh boutin al labour-douar an Unvaniezh Europad a vez kaset a bemp bloaz da bemp bloaz, hag eo sañset echuiñ an hini a vremañ ar bloaz a-zeu. Met gant ar Brexit eo displann ar gementad a argant a vo da zasparzhiñ etre al labourerien douar e Unnaviezh Europa. Ur bloavezh dale a vo da nebeutañ, mez graet 'vez PAC post 2020 outi c'hoazh koulskoude. Poent eo c'hoazh, d'an dud a sell al labour-douar dezho, da glask lakaat gwask war ar bolitikerien evit lakaat o sell da vezañ klevet. Gant ar strollad kevredigezhioù a stourm Evit ma vo Emren pep Bro war he Boued, a gas he labour lobby hi ivez. Pedet zo bet ganto nebell 'zo dilennidi da weladenniñ ur gêr sevel moc'h bio e kichen Kemper. Dilennidi departamant Penn-ar-Bed, kannaded ha senedourien a oa deuet, diwar galv ar c'hevredigezhioù, ma vez kavet en o zouezh ar CCFD Terre-Solidaire, ha Rene Fereg. Diskinnig : Dav vo da dud dont d'al labour-douar en dro neuze hervez Yvon Kraz. Evit tizout ar pal-se e vefe dav moarvat cheñch mod da zasparzhiñ ar sikourioù PAC. Soñj ar c'hevredigezhioù evit ma Emren pep bro war he boued, eo n'eo ket dre zevezh-arad pe dre benn loen e vefe dav reiñ sikourioù, mez dre benn labourer-douar. Ne seblant ket koulskoude, hervez ar mod ma dro an negosiasionoù, e vo cheñchet penn d'ar vazh e pilier kentañ ar PAC post 2020.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio