Adreizhañ al leveoù: ilizi eus ar CFDT 'oa o vanifestiñ dec'h!
Dimerc'her zo bet diskoachet gant Edouard Philippe, kentañ ministr ar vro, penaos emañ ar gouarnamant gant ar soñj sevel e sistem mont war e leve nevez. Displeget 'n eus penaos e vo lakaet ar sistem dre boentoù e pleustr tamm ha tamm, pe c'hoazh penaos e vo jedet talvoudegezh ar poentoù.
Betekhen n'en oa ket ar sindikad CFDT galvet da vont da vanifestiñ enep ar raktres lezenn, oc'h embann e oa o c'hortoz anavezout ar munudoù a-raog ober e soñj. Kontant e vefe ar CFDT da vont war ur sistem dasparzhiñ argant al leve hollek. Met ne glot ket kinnigoù ar gouarnamant gant ar pezh a oa ar sindikad o c'houlenn, pa zo meur a zoare da sevel ur sistem hollekaet.
Andre Gars, dileuriad evit ar sindikad CFDT. Gant Tunvezh Wlegen-Grandjean.