Harz-labour Leveoù !
Harz-labour a vo hiriv adarre e pep Korn ar vro. Galvet en deus ar sindikadoù d'ober arzh labour a-enep da adreizhañ al leveoù. Kalz a dud oa diskennet diriaou diwezhañ er straedoù. Kalz a dransportoù a vo stanket e pep lec'h e Bro Frañs. E Breizh e oa bet Kalzig a dud o vanifestiñ e pep kêriadenn vras seitek ha tri-ugent mil a dud (77000) hervez ar CGT. Kinniget 'vo hiriv gant ar c'hentañ ministr Edouard Phillipe ur steñ nevez evit reform al leveoù. E vesk an dud oc'h ober arz labour vo :'Skolaerien ha kelennerien. Lucie Baral skolaerez e Brec'h, Pleuwigner ha Plunered a zispeg deomp perak en deus divizet ober arz labour un eil gwech.