Aet eo Mari Kermareg da Anaon
Aet eo Mari Kermareg da Anaon fin ar sizhun dremenet d'an oad a 79 bloaz. Brudet eo bet ar sevenourez a orin eus Plougerne 'vit bezañ savet filmoù e brezhoneg war ar chadenn FR3. Er bloavezhioù 70 da gentañ, eo Charlez ar Gall 'noa kinniget dezhi dont da sikour 'nañ da ginnig abadennoù radio. Klevet eo bet 'ban abadenn 'oa skignet da sul "Liv an amzer ha spered an dud", ur programm kinniget asambles gant Fañch Broudig. Kendalc'het 'noa da vont war raok 'ba bed ar mediaioù e brezhoneg war an tele 'vel spikerez an abadenn "Breiz o veva". Ha tamm ha tamm eo deuet da vezañ sevenourez filmoù. Dre se 'neus bet, Mari Kermareg, ur perzh a-bouez 'ba istor ar vro. Selaouomp Fañch Broudig, bet kelaouenner, ha kenlabourer Mari Kermarreg. Emaén deus mikro Erwan Blanchard.
Diskinnig : Ur wech en em gavet war he leve 'noa kendalc'het Mari Kermareg da labourat gant Fañch Broudig war an dachenn gevredigezhel ha sevenadurel. Graet 'neus war dro ar gelaouenn Brud ha Brud Nevez 'pad bloavezhioù. Ouzhpenn an dra-se 'noa graet, pa voe bet gwelet war al leurennoù gant Teatr Penn-ar-Bed. Doue d'he fardono.