"La Serre", lec'h ken-labour ar-nevez
E fin ar sizhun dremenet 'oa igoret "La Serre", 'ba Plougastell-Daoulaz e kichen Brest. "An Ti-gwer" 'zo ul lec'h evit labourat asambles, ul lec'h "co-working" vez graet deuhoutañ. 17 labourer dieub o deus divizet en em lakaat asambles 'vit digeriñ al lec'h-se : 10 deuhouto 'vez eno war ar pemdez, 7 all a ya d'an « ti gwer » p'o deus dimm. Grafourien, skrivagnerien foran, arzourien, poltredourien a gaver abaoe daou viz o labourat 'ba kreiz bourc'h Plougastell. Matthieu Gwern 'zo unan deuhouto. Displeget 'neus da Erwan Blanchard d'an'm be'a e felle dezhañ co-workiñ/ ken-labouriñ.