en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

20 000 den er gouel "Deus 'ta" !

20 000 den er gouel "Deus 'ta" !

War dro 20 000 a dud 'zo bet 'ba "Deus 'ta!" e-kerzh ar fin ar sizhun 'mañ, hervez an aozerien. 'Ba savadur ar Gapusined, ul lec'h digor d'an holl, o deus gellet ar Vrestiz ha tud all, en em gavout tro dro da sevenadur Breizh ha d'ar brezhoneg. E kreiz an darvoud e voe sonadegoù roet gant Yann Tiersen, Tek Mao, Mojo ha kement 'zo. C'hoarioù 'oa kinniget d'ar re yaouank ha d'ar vugale izhpenn an dra-se ! Ur sapre berzh 'vit ur gouel 'oa aozet evit an eil gwech nemetken. Ouzhpenn an izili eus Diwan Brest 'oa o kas an troc'h ar bloaz-mañ, e voe asambles ganto izili eus Div Yezh Brest ha Sked. Sac'het 'zo bet kalzig a dud eus Brest ha eus lec'h all 'vel Lors Korneg 'oa deuet eus Sant-Vig 'ba ledenez Kraozon 'vit bevañ ul lajad dispar. Ur reportaj gant Erwan Blanchard. Lors Korneg, Mael Tepot, Nolwenn Treger, Glenn Disaoz, Diskinnig : Ha surmat 'vo kinniget un trede gouel "Deus 'ta" 'benn bloaz 'ba Brest!

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio