Kann 'zo 'ba Kernitron al Lann!
Tenn eo bet an devezh e ///Kernitron al Lann/// evit an enebourien d'an aerborzh a rankfe bezañ savet eno. Dibaoe div sizhun e vez stourmerien noz ha deiz o sevel o mouezhioù hag o klask harzhañ an archerien da zont tre. Hiziv en-dro ez eus bet distrujet tiez ha lochoù e Kernitron. ///Fabris Kadou///, stourmer, a oa war an dachenn. Gloazet eo bet gant un tenn grenade. ///Katell UGUEN/// he deus aterset anezhañ diouzhtu goude e walldaol.