20 voaz 'zo 'oa kroet Tan miz du 'ba bro Montroulez!
Fin miz Here 'oa roet lañs da 20vet festival Tan Miz Du. Ur festival da lakaat war wel an oberezhioù hag ar c'hevredigezhioù a labour war dro da sevenadur Breizh 'ba bro Montroulez. Kenurzhiet eo gant ar c'hevredad KLT (Kerne-Leon-Treger), ur c'hevredad hag a zo ennañ 29 gevredigezh 'vel "Breizhtival", "AEP Diwan Montroulez", "Dañs Treger", "Kafe brezhoneg" pe c'hoazh "Mat ar jeu". 50 abadenn, en holl, 'zo war roll Tan Miz Du ar bloaz 'mañ. Deomp da c'hoût hiroc'h war 'pezh eo deuet da vout Tan Miz Du gant Herve Rivoallon. Gant Erwan Blanchard.
Pinvidik eo roll an abadennoù 'zo kinniget da geñver Tan Miz Du. 'Benn dimerc'her 'vo dalc'het ur brezegenn diwar Jean Guillerm 'ba ti an Holl 'ba Plistin pe, c'hoazh, 'benn disadorn 'vo kinniget ur staj deskiñ kanañ aozet gant Hent telenn Breizh 'ba Plouneour-Menez. Ha diwezatoc'h, d'ar 15 a viz Du 'ba Skol Vreizh 'ba Montroulez 'teuio ar skrivagner Yvon Ollivier da gomz diwar benn e levr "Lettre à ceux qui ont renoncé à la Bretagne". War lec'hienn internet KLT e c'haller kaout roll an holl abadennoù 'zo aozet da geñver 20vet bloaz Tan Miz Du.