Chom a raio Fañch gant e dilde da viken !
Ar paotrig Fañch 'c'hallo derc'hel an tilde war an "n" a zo 'ba e anv bihan. Daou vloaz hanter 'zo 'oa nac'het gant ur c'hargad 'zo o labourat 'ba kêr Gemper degemer e anv bihan 'oa kinniget gant e familh, gaozen 'oa skrivet an "n" gant ar sin diakritik latin "tild" 'vez graet deuzoutañ. An abeg : n'eo ket an tild hag an ñ 'ba lizherennaoueg ar galleg. Divizet 'noant tud ar bugel, 'zo daou vloaz hanter bremañ, stourm ha kas an afer dirak ar justis. Ha benn fin ar gont eo aet barnerien al lez-terriñ a-du ganto goude un hir a hent. met 'vit abegoù teknikel da gentañ: 'oa ket meneget anv Fañch Bernard 'ban azgalv terriñ . Bommen e c'hallo an nep a gar skrivañ un anv bihan pe un anv familh gant an "ñ", al lez varn terriñ o vezañ al lez varn pennañ 'zo 'ba Frañs. Evit Fabris Kadou 'zo ezel eus Skoazell Vreizh, ur gevredigezh 'neus sikouret ha skoazellet ar familh Bernard 'zo 'ba Rosporden o chom, eo un trec'h da vat diviz al lez-varn terriñ. Gant Erwan Blanchard.