Priz gwellañ an danevell gant Repetico gant Kristian ar Braz
En dibenn-sizhun dremenet e oa bodet skrivagnerien, embannerien ha lennerien ///e Karaez evit gouel al levrioù.///
60 skrivagner bennak a zo en em gavet e-pad an div zevezh war dem "Al levr hag an dresadenn bolitikel".
Tri friz a oa da gaout disadorn e-pad ar saloñs. Aet eo priz roman kêr Garaez da Garole Fourier evit he levr "Les silences de la guerre", prix Langleiz gant Pierre-Emmanuel Marais evit "Alje 57" hag aet eo priz ar gwellañ danevell e brezhoneg gant ///Kristian Ar Braz/// hag e skrid "Répético". ///Katell UGUEN/// a zo aet da atersiñ anezhañ goude an disoc'hoù.