600 bugel brezhoneger 'ba ur gouel 'ba Mendon
Devezh ar vugale oa e Mendon hiziv.
Evit an c'hwet gwezh eo aozet an darvoud get ///kerlenn sten kidna/// ha ///ti douar Alre///. Bodet eo bet ar vugale skoliataet en teir hentenn brezhoneg e kornad an alre. 600 e oant ar mitin-mañ é selaou doh ///Jean-Luc Roudaut/// ha kaniñ getoñ re ag e duboù bras, ha d'enderv e oa c'hoarioù a-bep seurt evit ar re vrasañ. ///Ronan Postic///, unan ag an aozerion, ha ///Jean-Luc Roudaut/// doh mikro ///Yaëlle ar Mouel.///
Anavet 'peus marse mouezh ///Gilles Servat,/// oa bet àr ar leurenn iwez evit ar sonenn « Liberta ».