Ar maouezed hag ar re yaouank enoret e lid Kolier an Herminig
Abadenn lid "Kolier ar Erminig" 'oa aozet gant Skol ar Vro 'ba Roazhon disadorn. 'Ba sal vras an Opera, mar plij, eo bet priziet labour Malo Bouessel-du-Bourg, skrivagner anezhañ ha rener ar framm "Produet e Breizh". Lakaet eo bet ivez war wel Pol Loret 'zo prezidant ar gevredigezh "Breizh Unvan" 'zo o kas ar stourm da adstagañ Bro an Naoned ouzh Breizh melestradurel.
Ha disadorn 'oa an devezh ispisial! Enoret 'zo bet muioc'h a verc'hed 'vit ordin gant Skol uhel ar Vro! Ter vaouez 'zo bet priziet al labour 'zo kaset ganto 'vit lakaat Breizh hag he sevenadur da vont war raok: Mariannig Larc'hanteg 'zo telennourez anezhi ha kelennerez telenn; Mari-Pol Gouret 'neus kroet al levraoueg KDSK 'zo 'ban Naoned bremañ ha dibabet eo bet Stefani Stoll 'zo brudetoc'h, massen 'walc'h, kar prezidantez ar rouedad Diwan eo 'baoe un tamm 'zo bremañ.
Ar bloaz 'mañ 'felle da izili eus Skol Uhel ar vro reiñ ton d'an dud yaouank 'zo o stourm 'vit ar brezhoneg hag evit Breizh. Medalenn Skol uhel ar vro 'zo bet roet da Fañch ha d'e dud ha da liseidi Diwan 'neunt divizet stourm 'vit brezhonekaat o bachelouriezh o skrivañ o arnodenn "math" e brezhoneg" 'pa ranker ober e galleg hervez lezenn. Dindan an daou vloaz tremenet eo 29 termenad 'neunt talet ouzh an Deskadurezh Stad.
Deomp da selaou bremañ Mari-Pol Gouret, da c'houde 'vimp gant Stefani Stoll ha warlerc'h gant Enora Fedieu 'zo liseadez e klas termen 'ba Diwan hag ezelez eus Bak e brezhoneg.
Ur reportaj gant Erwan Blañchard