Jean ar Floc'h - Kentan
Jean ar Floc'h ' zo ganet e Sant Jorj e parrez Kervignag. Sant Jorj ' zo ur gêr troc'het dre an hanter get ur wazhig, ur lodenn anezhi ' zo e parrez Kervignag hag an arall e parrez Lostenk. Jean ' zo bet meliner betag e 27 vlez hag env ' zo aet da labouret àr ur bulldozer goude.
Hiziv e komzahemp ag ar vuhez e Sant Jorj, ag e vuhez hag ag ar velin.
Sonennoù :
Ma mamm ' rait-c'hwi din mam brozh lin (àr vordig an enezenn)-Maria ar Floc'h (Mamm Jean)-Dastumet get Jean-paul Runigoù
Dait-c'hwi genin plac'hig yaouank - Maria ar Floc'h (Mamm Jean ar Floc'h) - Dastumet get Jean-paul Runigoù
Ar vouezig vihan - Pladenn A Veg da Veg
Kronikenn : Yann ar Baluc'henn - Ar Stoued e Foar Kernaskledenn - 29/11/1974