en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur forom gant Breizh Evel Just, da c'hortoz an dilennadegoù Rann-vro

Ur forom gant Breizh Evel Just, da c'hortoz an dilennadegoù Rann-vro

A-benn un nebeut mizvezhioù ac'hann e vo dalc'het an dilennadegoù Ti-kêr, ha nebeut goude-se, e 2021, e teuio an dilennadegoù Rann-vro. Lañset eo ar prantad kabaliñ evit lod deus ar strolladoù politikel. Gant ar rann-vroelourien ivez, dindan an anv Breizh Evel Just (pe "Oui la Bretagne"). Dindan ar memes banniel e kaver daou strollad politikel e gwirionez : Unvaniezh Demokratel Breizh, an UDB, ha Breizh War-Raok, strollad Kristian Troadeg. En em vodet e oant evit ar wezh kentañ e 2015, da zigarez an dilennadegoù Rann-vro diwezhañ. Maksim Touze, deus an UDB a zo deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean. Evit lasiñ e goulzad kabaliñ, e aoz Breizh Evel Just ur forom da lakaat u freder da vont war raok war sujedoù politikel evel ar demokratelezh, an endro, ar c'hudennoù sokial, pe c'hoazh penaos aozin ar vro kuit ma kreizennet pep tra tro-dro ar meurgêrioù. Dalc'het vo ar forom e Karaez, d'an 13 a viz Herzhev da vintin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio