C'hoari roll 'vo c'hoazh 'ba Lise Diwan ar bloaz mañ!
E penn kentañ ar sizhun 'oa an distro-skol. El lise Diwan e Karaez evel e lec'h all. Ha war digarez-se 'oa aozet meur a atalier. Digarez ivez d'al liseidi d'en em gavout evite da sevel traoù da gaout didu 'maez ar c'hentelioù. Pe da delc'hen gant pezh zo bet graet betek-hen, evel ur strolladig liseidi a'n em gav bep lun da noz evit ur pezh c'hoari-roll. Selaouomp un toullad anezhe o komz deus an dra, setu 'ta Garan, Pierre ha Luka, asambles gant Jeannot Flageul en RKB.