Bak e brezhoneg : 12 lisead 'neunt tremenet an amprouad math en Brezhoneg
Un dousennad krennarded, danvez bachelourezed ha bachelourien anê, 'deus graet o soñj skrivañ o amprouad matematik e brezhoneg. Hag int aet betek penn, evit ar beure, tud er rummadoù S hag ES e lise Diwan Karaez. Arlene 'oa bet ur pemzek bennaket a liseidi oc'h ober gant ar brezhoneg er bak matematik c'hoazh. Ar gwir goulenn 'vat eo ma vo gellet skrivañ pep tra e brezhoneg, dre ma zo bet studiet evel-se abaoe an oad yaouankañ er skol. Elouan ha Louise 'deus graet o jeu e brezhoneg, selaouomp anê, rakktal goude deut 'maez. Gant Tudual Karluer.