GBB 2019
Festival ar vrezhonegerion a vo dalc'het e Langonned e miz Even! #GBB2019
Sonadegoù dibar get Denez Krismenn Fleuves War Sav hag ur bochad re arall, predegennoù a-ziàr sujedoù talvoudus ar mare 'mañ (taolioù-krenn, pelec'h emañ ar galloud evit ar brezhoneg, ekologiezh: penaos stourm...), Taol-Lañs ar sonerion nevez (pe anavezet), stalioù kanañ, sinema, sirk, c'hoari-pezh, yoga... Aktourion ar bed brezhoneger a vo bodet e Langonned etre ar 7 hag an 9 a viz Even, tro-dro d'un ide-stur: Yezh ar bobl, yezh ar vro, Brezhoneg yezh ofisiel!
Muioc'h a zisplegadennoù get Anais Scornet, e-karg ag an diorren evit ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg. Adkavit ar program àr lec'hienn Mignoned ar brezhoneg: https://mignoned.bzh/fr/gouel-broadel-ar-brezhoneg-2019-2/
Abadennoù radio get ar 4 radio kevredigezhel brezhoneger (RKB Arvorig FM Radio Kerne hag RBG) a vo dalc'het etre 2e30 ha 4e30 d'ar Sadorn d'anderv, deuit da welet ac'hanomp!